cerpe 2005 - concours special langues regionales - breton - Espace ...

Te oar brezhoneg ivez ! C'hwitet ma zaol ganin. Hag eñ da gontañ din e damm
buhez hep paouez da galfichat e ibil koad. Botaouer-koad e oa eus e vicher hag
 ...

Part of the document


Un devezh all ma oan o tremen war blasenn Hoche am boa remerket ur
c'hlasker-bara o kalfichat un tamm koad gant e gontell. Ur bragoù kotoñs
glas, ur saro moleskin du a oa gantañ ha war e benn ur gasketenn voulouz.
Gwelet a ran anezhañ c'hoazh evel ma vije dirazon.
- T'as pas cent balles, professeur ? emezañ. C'est pour aller au
coiffeur. Dispar am boa kavet an digarez, met en taol-mañ ne oan ket troet da
reiñ an disterañ gwenneg. Roet am boa en deiz a-raok hag en deiz a-raok
c'hoazh. Ha neuze kant lur kozh, pevar real pe ul lur nevez a oa priz ur
jetouer e ti-debriñ ar studierien e straed Foujera. Neuze am boa respontet
dezhañ e brezhoneg. - N'am eus gwenneg ebet ganin, emezon.
- Holla ! emezañ. Te oar brezhoneg ivez ! C'hwitet ma zaol ganin. Hag eñ da gontañ din e damm buhez hep paouez da galfichat e ibil koad.
Botaouer-koad e oa eus e vicher hag e Lanneur e oa o labourat betek ar
bloavezh tri-ugent pa yeas koñvers ar boteier-koad da fall, lazhet gant
hini ar botchoù kaoutchou. Dic'hopret e voe neuze hag abaoe e oa o foetañ
bro hag o klask labour e ti ar votaouerien a zalc'he da labourat war o
micher. Daou pe dri devezh amañ, ur sizhunvezh ahont, ur mizvezh du-hont
met neblec'h ne c'hellas chom ouzhpenn tri miz. An darn vrasañ eus ar votaouerien e penn ur stal o doa ranket o-unan
klask ul labour all evit an hañv. Hemañ a oa en em lakaet en desped dezhañ
da ober botoù-koad bihan evit an douristed, hennezh en doa prenet ur
c'houfr evit dornañ an eost d'ar venajerien, henhont en doa prenet un
heskennerez evit troc'hañ koad d'an dud. Penaos o dije gellet neuze ar gompagnuned kaout labour pa ne oa ket
ken zoken evit ar vistri ? Ha petra ober ? Distreiñ da vevañ en ul loch e-
kreiz ur c'hoad faou. Ne oa ket anv eus se ken evel-just. Neuze e tilezas e
di bihan hag e yeas da foetañ hentoù Breizh ha da glask an aluzon. Klasker-
bara ! sell aze ar pezh a oa deuet da vezañ. Ne oa ket bet aezet da gentañ.
Mezh en deze rak abaoe an oad a zaouzek vloaz e c'houneze e damm kreun gant
ar vicher en doa desket yaouank tre. Un toullad mizioù 'zo e oa en em gavet er gêr vras e touez ur bern
klaskerien-vara all met n'en em veske ket kalz gante. - Ur botaouer-koad, emezañ, a zo un den e-unan. Ne blij ket dezhañ
gwelet re a dud. Met e-pad ar goañv e oa ret din kaout bod ha boued
hag amañ am eus kavet.
- Ne gavit ket hir an amzer ? am eus goulennet digantañ, neuze.
- O ! geo, emezañ. Met o kalfichat ibilioù koad evel-hen en em diduan
un tamm.
Degas a ra se da soñj din eus ma micher gozh, eus ar binvioù a
implijen gwechall : ar plaen, an talar, al loaioù ha kement 'zo. N'am eus
bet biskoazh benveg ebet din ma-unan. Met pa labouren gante e oa memestra
evel ma vijent bet din. En tu-hont d'an dilhad a zo warnon ne chom mann
ganin ken nemet ar gontell gozh-mañ " Véritable Menière " am boa prenet
ouzhpenn ugent vloaz 'zo e Lanneur...
Chomet e oan ur pennad amzer da gaozeal gantañ eus Bro-Dreger hag eus
ar vicher botaouer-koad a oa hini ma zad ha ma zad-kozh... Hag evel-just am
boa roet dezhañ peadra da vont da droc'hañ e vlev ! Diwar Eus an aod vev d'ar c'hoad don gant Fañch PERU; Skol Vreizh, 2002;
(p. 55-57)
Displegadenn renet 1) Pegoulz hag e-pelec'h e tremen an traoù er pennad-mañ? Penaos ez eus
tu d'her gouzout? (4 foent)
2) Pelec'h emañ Lanneur? E peseurt bro? E peseurt departamant? En Arvor?
En douaroù? (1 poent)
3) Abalamour da betra eo aet da get, koulz lavaret, ar vicher botaouer-
koad? Anaout a rit micherioù all aet da get e-doug ar c'hantved tremenet?
(2 boent)
4) Hiziv an deiz e vez gwelet nebeutoc'h-nebeutañ a glaskerien-vara,
sañset. Petra eo emzalc'h an dud en o c'heñver, peurliesañ? Hag hini ar
pennoù bras, hor renerien? (2 boent)
5) A-bouez bras eo bet ar glaskerien-vara evit hol lennegezh, al "
lennegezh dre gomz" dreist-holl. Perak 'ta? (2 boent)
6) Peseurt implij a c'hellfec'h ober eus ar pennad-mañ gant ur c'hlasad
divyezhek?
- E peseurt klas(où)?
- Gant peseurt pal(ioù)?
- Daoust ha kempennet (krennet, eeunaet, ...) e vefe ganeoc'h en
aviz e ginnig d'ar skolidi? (4 foent)
Troidigezh
Lakaat e galleg :
Adalek "Botaouer-koad e oa eus e vicher..." betek "... ar vicher en doa
desket yaouank tre."
(5
poent)