Miz Mae 1968 e lise Landreger - Espace Educatif - Rennes

j) Displegit e brezhoneg petra a dalvez ar gerioù-mañ : - dizaliañ (linenn 22 ). -
a-bouez-penn (linenn 38 ). B Expression écrite ? Emzispleg (10 points).

Part of the document


|BACCALAURÉAT TECHNOLOGIQUE |
SESSION 2009
BRETON LANGUE VIVANTE 2
Série STG (Sciences et technologies de la gestion)
Spécialité « communication et gestion des ressources humaines »
Coefficient 3 Spécialités « comptabilité et finance d'entreprise » Coefficient 2
« gestion des systèmes d'information »
« mercatique » Durée de l'épreuve : 2 heures.
L'usage de la calculatrice et du dictionnaire n'est pas autorisé.
Dès que ce sujet vous est remis, assurez-vous qu'il est complet.
Ce sujet comporte 3 pages numérotées de 1/3 à 3/3. |Compréhension |10 points |
|Expression |10 points | Miz Mae 1968 e lise Landreger E penn-kentañ miz Mae 1968 e oa lise Landreger ul lise sioul en ur gêr
vihan vorgousket. Staliet e oa hemañ abaoe penn kentañ an ugentvet kantved
er c'hloerdi kozh e-Iec'h ma oa bet skoliataet gwechall Yann-Frañsez ar
Gonideg, Ernest Renan, Jarl Priel ha meur a hini all. E 1968 e oa kalz re
vihan al lojeiz evit ar pevarzek kant skoliad bennak a laboure ennañ
(kentañ kelc'hiad, eil kelc'hiad ha skolaj teknik), setu e oa bet savet
barakennoù e-barzh ar porzh ha betek war Plasenn ar Republik. Anvet e oamp bet e Landreger, ma gwreg ha me, e miz Here 1965. Setu hon doa
bet amzer da ober anaoudegezh gant ar gêr ha gant an dud ha zoken da gemer
perzh e labour kevredigezhioù evel Kelc'h Sevenadurel Ernest Renan. Pa soñjan e miz Mae 68, e teu em spered amzer kaer-meurbet, tomm zoken,
harz-labour ha manifestadegoù, bodadegoù hir-hir, divizoù diaes da lakaat
en implij a-wechoù, met ivez birvilh, startijenn, Iaouended, ha fiziañs en
un amzer da zont evurusoc'h evit an holl. Gwir eo e oa yaouank an darn vrasañ eus ar gelennerien d'ar mare-se e
Landreger. Nevez deuet eus ar skol-veur peurvuiañ. A bep seurt orin e oant
ivez : Bretoned, Okitaned ha « Treid-du » advroellet[1]. Buan e savas bec'h etre ar gelennerien hag ar rener. Ar Bigouter-mañ[2],
bet klasket gantañ mont da zanvez-ofiser e Saint-Cyr[3], stummet e mod
kozh, a oa reut-tre evit pezh a selle ouzh ar genurzh. Gwelet a rae dizurzh
e pep lec'h. Ar pezh ne veze ket rak frammet mat e voe an traoù etre ar
gelennerien, ar skolidi vras ha darn eus ar gerent ha ne voe na
displantadeg pavezioù, na bardelloù[4], na bastrouilhadur, na tamm distruj
ebet. Ur strolladig kelennerien ha skolidi vras, ar « piked grev », a chome e
toull ar porzh evit dizaliañ an dud da zont da labourat e-pad an harz-
labour. Met hir e voe hemañ ha tamm-ha-tamm e kavas gwelloc'h d'ar skolidi
ha da lod eus ar gelennerien mont d'an aod goude kreisteiz, ken brav ma oa
an amzer. Ret eo gouzout ivez n'o doa ket gellet mont alies d'ar mor er
bloaz a-raok dre avani da beñse an Torrey-Canyon[5]. « Dindan ar pavezioù
an draezhenn » eme studierien ar c'harter latin e Pariz. E Landreger e vije
bet posupl dezhe lavaret : « NepelI eus ar pavezioù an traezhennoù. » [...] Manifestadegoù a veze bemdez gant ar skolidi vras eus Plasenn ar Republik
betek ar porzh-mor, mont ha dont. Bez e voe ivez manifestadegoù brasoc'h.
Soñj am eus eus unan anezhe un tamm a-raok pardon Sant Erwan a veze lidet
d'ar c'houlz-se d'an 19 a viz Mae, n'eus forzh peseurt deiz e tegouezhe. Ur
bern tud a oa er vanifestadeg-se : liseidi, eveshaerien, kelennerien,
skolaerien, kerent, met ivez micherourien hag implijidi. Un dra souezhus
ivez : e penn an dibunadeg, asambles gant pennoù sindikajoù al lise, e
kerzhe abad rener skol labour-douar Peurid-ar-Roc'h ha d'e heul un toullad
kelennerien ha skolidi eus ar skol brevez-se. Traoù evel-se ne vezent ket
gwelet a-raok. Pa erruas ar vanifestadeg war Plasenn an Iliz-Veur, ar re yaouank o huchal
« A bas la dictature ! », « Les ouvriers avec nous ! » hag ar re goshoc'h
« Pompidou, des sous ! » e voe klevet, skignet a-bouez-penn gant
uhelgomzerioù, diskan ar c'hantik brudet : « Na n'eus ket en Breizh, na
n'eus ket unan, na n'eus ket ur sant evel Sant Erwan. » Pebezh abadenn ! Diwar Fañch Peru, « ar Vretoned ha miz Mae 68 », Brud Nevez n°268, miz Mae
2008 A Compréhension du texte - Kompren an destenn (10 points) Respont bewech gant ur frazenn d'an nebeutañ. a) Petra a oa c'hoarvezet e miz Mae 1968 er Frañs ?
b) Peseurt doare lise a oa e Landreger ?
c) Eus Breizh e oa an holl gelennerien d'ar mare-se ?
d) Perak ez eus bet savet jeu etre ar rener hag ar gelennerien ?
e) Daoust hag-eñ e oa ken kreñv an traoù e Landreger hag e Pariz ? Perak
?
f) Petra a rae ar gelennerien hag ar skolidi e-lec'h mont d'ar skol ?
g) Peseurt tud o doa kemeret perzh er vanifestadeg an tamm a-raok an
naontek a viz Mae ?
h) "Traoù evel-se ne vezent ket gwelet a-raok" (linenn 35), displegit.
i) Diwar an huchadennoù a voe klevet war Plasenn an Iliz-Veur, evit
peseurt abegoù e oant o stourm, d'ho soñj ?
j) Displegit e brezhoneg petra a dalvez ar gerioù-mañ :
- dizaliañ (linenn 22 )
- a-bouez-penn (linenn 38 ) B Expression écrite - Emzispleg (10 points) Dibabit ur sujed ( 200 ger ) e-touez an tri-mañ : Sujed 1 : Evit petra e vefec'h gouest da stourm ? Displegit.
Sujed 2 : Ha kemeret ho peus perzh en ur vanifestadeg vras e-giz-se dija ?
Kontit.
Sujed 3 : "Ret eo gouzout ivez n'o doa ket gellet mont alies d'ar mor er
bloaz a-raok dre avani da beñse an Torrey-Canyon" : ha penaos e vefe tu da
labourat evit an diorren padus bremañ? -----------------------
[1] Treid du advroellet : tud o tont eus an Aljeri ha distroet d'ar
Frañs.
[2] Ur paotr eus ar vro vigoudenn.
[3] Ur skol ofiserien brudet.
[4] bardelloù : barricades
[5] Ur vag karget a betrol a oa kollet e 1967 e-tal Enez Eusa.